en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 10 a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 10 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Ar CEBEP 44 o stourm evit kaout postoù labour e Brezhoneg e skolioù divyezhek Bro-Naoned

E Bro Naoned eo krog fall an distro-skol, blam d’un diouer a arc’hant a-berzh ministrerezh an deskadurezh ez eus un diouer bras a gelennerien war ar brezhoneg en hentenn publik, ober a reont ar c’hentelioù e galleg neuze. Setu dilun e oa bet aozet un emvod kelaouiñ gant ar CEBEP ar c’henstroll evit an deskadurezh e brezhoneg er skol publik ‘sambles gant dilennidi ar vro, kannaded ha kuzulierien kêr en o mesk evit goulenn groñs e vefe kavet tutaet kelennerien a oar brezhoneg. Guillaume Pichard zo ezel deus ar CEBEP 44 ...

Ur pennad-kaoz gant Liza Jakez-Vargas deus Radio Naoned

Livadurioù a enep an eil-tiez e enez-Tudi

Ur pemzek eil-ti bennak a oa bet livet e Enez-Tudi ar sizhun dremenet, ur gumun touristel eus Su bro Vigoudenn. Ar memes livadur a zo bet livet warnezho holl : un ti gwer gant ur groaz melen warnañ. Follennoù a zo bet adkavet war al lec'h ivez, gant un destenn a-enep d'an eil-tiez ha d'ar madoù feurmet d'an douristed e-pad an hañv. Er gumun-se eo e kaver ar muiañ a eiltiez e Penn-ar-Bed, tro 70% deus hollad lojeiz ar gumun. E Enez-Tudi eo e kaver ivez ar retreidi gant al live bevañ uhelañ en departamant. Anzav a ra Claire Huitric, kuzulierez-kêr eno, ez eus ur gudenn da geñver al lojeiz, daoust ma ne oa ket un doare mat da lakaat e vennozhioù da dalvezout hervezi...

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas


Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :

  • Brezel etre Stadoù Unanet hag Iran

  • Ha keloù en dije bet Benjamin Netanyahou deus taol-brezel Dour-beuz Al Aqsa ?

  • Lusker ur bajenn Facebook enepfaskour a zo bet galvet gant an archerien e Salernes

  • Raktres sevel ar Greizenn azderc'hel melestradurel nevez e Naoned

  • Trec'het eo bet ar BBH a enep Handball Plan de Cuques (Okitania)

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio